Scroll to top

MERC’HER AN THABOR • MERCREDI DU THABOR

Nozvezhioù aozet bep Merc’her e miz Gouere gant Skeudenn Bro Roazhon eo Merc’her an Thabor. C’hoarvezout a ra eus 6e da 10e30 da noz e Park an Thabor, e-kichen kreiz-kêr Roazhon. Gallout a reer kavout arvestoù dañs ha sonerezh hag abadennoù a bep seurt.

Les Mercredis du Thabor sont des soirées d’animations qui sont organisées tous les mercredis de juillet par Skeudenn Bro Roazhon. Elles ont lieu de 18h à 22h30 au park du Thabor, près du centre de Rennes. On peut y retrouver des spectacles de danse et de musiques, ainsi que de nombreuses animations.

mercredi thabor 01
Source : Jean-Maurice Colombel pour Skeudenn Bro Roazhon

Petra eo Merc’her an Thabor ?

Qu’est-ce que les Mercredis du Thabor ?

Merc’her an Thabor zo nozvezhioù hag a ginnig meur a abadenn : sonerezh ha dañsoù Breizh, kelc’hioù keltiek, bagadoù… E-pad miz Gouere 2021 eo bet gwelet kanerien·ezed kevredigezh Trad’Awen, ha meur a gelc’h keltiek, evel, da skouer, hini An Abadenn Nevez eus Moñforzh hag hini Saozon-Sevigneg.

Reiñ a ra tu Merc’her an Thabor da zizoleiñ arzourien nevez deuet war leurenn Breizh. Evel-se ez eus bet gwelet, e 2021, meur a strollad disheñvel : etre strolladoù all e kaver Ndiaz, Zoñj, hag ivez ar strollad yaouank-flamm Folaod. 

Les Mercredis du Thabor sont des soirées qui proposent différents spectacles : musiques et danses bretonnes, cercles celtiques, bagadoù… Aussi, pendant l’édition 2021 se sont notamment produits le groupe de chanteurs de l’association Trad’Awen, ainsi que différents cercle celtique comme, par exemple, celui de Monfort-sur-Meu et celui de Cesson-Sévigné. 

Les spectacles donnent l’occasion de découvrir des artistes émergents de la scène bretonne. Par exemple, en 2021, différents groupes se sont produits sur scène, comme Ndiaz, Zoñj, ou encore le tout jeune groupe Folaod.

Standoù hag abadennoù

Des stands et animations

Reiñ a ra tu nozvezhioù Merc’her an Thabor da zizoleiñ liesseurted sevenadurioù Breizh. Aozañ a ra Skol Gouren Roazhon tañva d’ar gouren, ha ar gevredigezh La Jaupitre a lak an dud da arnodiñ c’hoarioù hengounel Breizh

Gallout a ra ivez ar weladennerien mont d’ar standoù hag a zo lakaet war al lec’h evit an nozvezh. Kinnig a reont titouroù diwar-benn Skeudenn Bro Roazhon hag ivez diwar-benn ar c’hevredigezhioù niverus all a gas war-raok sevenadurioù ha yezhoù Breizh

Par ailleurs, les soirées des Mercredis du Thabor permettent également de découvrir la diversité des cultures bretonnes. Skol Gouren Roazhon organise des initiations au gouren, tandis que l’association La Jaupitre permet de s’initier aux jeux traditionnels bretons

Les visiteurs peuvent aussi se rendre aux différents stands d’information présents pour la durée de l’événement. Ces stands sont proposés par Skeudenn Bro Roazhon, ainsi que par de nombreuses autres associations promouvant les cultures et les langues de Bretagne.

Photo : Jean-Maurice Colombel pour Skeudenn Bro Roazhon

Pegoulz eo bet savet Merc’her an Thabor evit ar wech kentañ ?

Quand ont été créés les Mercredis du Thabor ?

Savet eo bet Merc’her an Thabor e 2013 hag adkregiñ a reont bep bloaz. Nullet int bet e 2020 abalamour d’an enkadenn yec’hel ha deuet int en-dro e 2021 gant ur stumm skañvaet abalamour d’ar rediennoù yec’hel. Bloavezh o distro gant o stumm klok eo ar bloavezh 2022.

Deuet int da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, darvoudoù pennañ an hañv e Roazhon. Delc’her a reont Park an Thabor bep Merc’her miz Gouere, evit reiñ da welet un nozvezh a-bezh a abadennoù. Tizhout a reont ur publik ledan, a-drugarez, etre traoù all, d’al lec’h. Evit gwir, eo an Thabor anavezet evel ul lec’h ma vez ret tremen. A-hed ar bloavezh e vez aozet sonadegoù, abadennoù, gouelioù ha diskouezadegoù. Ul lec’h plijus eo gant e liorzhoù hag e davarn-preti.

Skeudenn Bro Roazhon crée les Mercredis du Thabor en 2013. Depuis, ils ont lieu chaque année. Annulés en 2020 du fait de la crise sanitaire, ils sont revenus en 2021 sous une forme allégée, toujours en raison des contraintes sanitaires. L’année 2022 marque leur retour sous leur forme complète.

Les Mercredis du Thabor sont devenus, au fil des années, des événements incontournables de la vie estivale de Rennes. Tous les mercredis du mois de juillet, ils investissent le Parc du Thabor pour toute une nuit d’animations. Ils attirent souvent un public très familial, grâce notamment à l’emplacement de l’événement. En effet, le Thabor est connu de longue date pour être une étape obligée à Rennes. Tout au long de l’année, concerts, animations, festivals et expositions s’y succèdent. Ses espaces verts et son bar-restaurant en font un lieu agréable à fréquenter pour toutes les générations. 

Aozadur

Organisation

Aozet e vez Merc’her an Thabor e framm programm hañv Skeudenn Bro Roazhon. Aozet e vezont bep bloaz abaoe 2013. Dre vras ez eus un digor-kalon er C’hiosk gant sonerezh etre 6e30 ha 7e30 da noz, ha, da heul, eus 8e da 10e da noz, un arvest dañs ha sonerezh e Teatre Glasvez.

E 2022 e c’hellit paeañ 5€ evit an holl abadennoù. 

Skoazellet eo Merc’her an Thabor gant ti-kêr Roazhon, departament Il-ha-Gwilen, Rannvro Breizh, Gouelioù Breizh ha Koroll Sonorisation

Les Mercredis du Thabor font partie de la programmation des manifestations d’été de Skeudenn Bro Roazhon. Généralement, de 18h30 à 19h30 a lieu l’apéro musical au Kiosque, suivi, de 20h à 22h, par un spectacle chorégraphique et musical au Théâtre de Verdure.

En 2022, l’accès est de 5€ pour toutes les soirées.

Différents partenaires aident à la réalisation ou soutiennent les Mercredis du Thabor : la mairie de Rennes, le département d’Ille-et-Villaine, la Région Bretagne, sans oublier Gouelioù Breizh et Koroll Sonorisation.

Garidell ar skeudennoù

Galerie de photos