Scroll to top

SKEUDENN BRO ROAZHON

Ar gevredigezh Skeudenn Bro Roazhon

Kefridioù ha palioù

Ganet e 1976, emglev sevenadurel breizhat Bro Roazhon a zo emglev kozhañ Breizh. Skeudenn Bro Roazhon a vez graet outi bremañ.

Kefridi ar gevredigezh a zo bodañ, buheziñ ha diorren ar sevenadur breizhat e pep seurt stumm e Bro Roazhon. Pal Skeudenn a zo diorren, kas war-raok, lakaat war wel ha treuzkas ur sevenadur breizhat, dibar ha pinvidik.

Un hanter kant kevredigezh bennak, ouzhpenn 4000 ezel etre tout, a vez bodet gant Skeudenn Bro Roazhon. Miliadoù a dud a vez o kemer perzh e darvoudoù ar gevredigezh ha reoù ar c’hevredigezhioù ezel.

 

Darvoudoù ar gevredigezh

Lusker sevenadurel Bro Roazhon anezhi, Skeudenn a aoz a-hed ar bloaz darvoudoù liesseurt. N’haller ket ober an dro dezho e bed sevenadurel Roazhon. Ar festival Yaouank, Merc’her an Thabor… Hag ar c’hoariva e brezhoneg, Sine ar vugale, ar C’hwiz e brezhoneg, Devezh ar vugale, Gouel Breizh, mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg… Met ivez ar fest-deiz aozet asambles gant Les Tombées de la Nuit, sonadegoù er Maezioù Frank, festoù-noz Supelec, an Agro, Rock’n Solex… sevenadur Breizh a vez rannet, pinvidikaet ha treuzkaset e kêr.

Dre al lec’hienn hag ar rouedadoù sokial e kehent Skeudenn gant ar brasañ niver a dud, pa vije diwar-benn an darvoudoù aozet ganti. Peotramant ivez, an holl darvoudoù e liamm gant sevenadur Breizh e Bro-Roazhon.

skeudenn bro roazhon kevredigezh
Source : Skeudenn Bro Roazhon

La souètt Skeudenn Bro Roazhon

Source : Marc Ollivier pour Ouest-France (https://www.ouest-france.fr/bretagne/rennes-35000/bretagne-jauge-reduite-a-75-yaouank-annule-le-fest-noz-geant-du-liberte-9286f8ec-4091-11ec-b2cb-c1e4c742feea)

Misions e but​

Crayée en 1976, l’entente qhulturèle bertonne ao Pai d’Renn é la pllu veuille entente d’pai d’Bertègn. Anët ét cnue o l’nom d’Skeudenn Bro Roazhon / Imaije du Pai d’Renn.

La mision q’al a ét d’rassérër, d’animër é d’agrandi la qhultur bertonne sous toutes séz fasons den l’pai d’Renn. Al a pou but d’comnër, d’mètr en avant, d’valoriër é d’ërdonër eune qhultur bertonne orinale é ben rich.

Cante pllu d’50 souètes, a rassèrër pllu d’4000 souétous, al ab