Scroll to top

AR REDADEG

Ur redadeg a-bep-eil e Breizh a-bezh eo. Diazezet eo war patrom ar gKorrika en Euskadi ha servijout a ra da lakaat war-raok ar brezhoneg dre ar sport hag ar blijadur. Kaset e vez an arc’hant dastumet d’ar raktresoù e servij da bleustriñ ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.
La Redadeg est une course de relais à travers la Bretagne. Basée sur le modèle de la Korrika en Euskadi, elle sert à promouvoir le breton à travers un événement sportif et joyeux. Ses bénéfices servent au développement d’initiatives en faveur de l’utilisation du breton dans la vie quotidienne.
flyer ar redadeg

Petra eo ar Redadeg ?

Qu’est-ce que la Redadeg ?

Ar Redadeg zo ur redadeg a-bep-eil, evit an holl hag evit ar blijadur. He fal a zo brudañ pleustriñ ar brezhoneg. Un darvoud sportel eo, met n’eo ket ur gevezadeg : evit reiñ ar brezhoneg da vezañ gwelet ha desket eo dreist-holl. “Brezhoneg ha plijadur” eo he lugan. Un emgav evit ar familhoù eo, ul lec’h ma c’hall ar vugale hag ar re goshoc’h, an dud yaouank gant o zud hag o zud-kozh, en em gavout evit redek asambles. 

Ar c’hoari a zo dougen ur gemennadenn e Breizh a-bezh. Da bep kilometr e kemer un den ar bazh-test ha dont a ra da vezañ douger·ez an test, ur gemennadenn e brezhoneg ennañ. Kuzhet e chom ar gemennadenn-se betek an degouezh, ha lennet e vez neuze dirak ar publik. Da-heul e vez lañset ar fest. 

La Redadeg est une course de relais solidaire, festive et populaire, ouverte à tous. Elle vise à populariser la pratique de la langue bretonne. C’est est un acte sportif, mais ce n’est pas une compétition. En effet, c’est avant tout un événement destiné à promouvoir l’apprentissage et le développement du breton en lui donnant une visibilité. Le slogan est « Brezhoneg ha plijadur » (du breton et du plaisir). C’est un rendez-vous familial, où jeunes et moins jeunes, enfants, parents et grands-parents courent ensemble. 

L’enjeu est de transporter un message en breton à travers la Bretagne. A chaque kilomètre, une personne prend le bâton-témoin et porte le maillot numéroté de son kilomètre. Elle est le porteur du témoin qui contient un message en breton. Ce message, gardé secret jusqu’à l’arrivée, est lu sur scène devant le public et lance la fête.

garçon courant avec le bâton de la redadeg
Source : Ouest-France

Pegoulz eo bet krouet ar Redadeg ?

Quand a-t-elle été créée ?

Awenet eo bet ar Redadeg gant he fatrom euskarek, ar gKorrika, krouet er bloavezhioù 1980. Ur redadeg evit an euskareg eo, ha bodañ a ra kantmiliadoù a dud bewech. Kerzhout a ra war 2000 kilometr en Euskadi a-bezh, e-pad dek devezh. Abaoe 2007 e kemer perzh un dileuridigezh enni. 

Ar Redadeg kentañ eo bet lañset da-heul, e 2008, gant ar gevredigezh Diwan30. Ur redadeg 600km eo. Mont a ra kuit eus Naoned evit degouezhout e Karaez. Kemer a ra perzh e deiz-ha-bloaz 30 bloaz Diwan, ma vez gwelet meur a ouel hag abadenn all. Abaoe 2008 ez eus ur Redadeg bep daou vloaz, nemet hini 2020 hag a zo bet kaset da 2021 abalamour d’an enkadenn yec’hel. 

Kenderc’hel a ra meur a vreizhad·ez da vont da Euskadi evit redek ar gKorrika ha diskouez o skoazell d’an euskareg.

La Redadeg est inspirée de son modèle basque, la Korrika, qui existe depuis 1980. Cette course pour la langue basque rallie des centaines de milliers de participants à chaque rendez-vous. Elle parcourt plus de 2 000 kilomètres à travers le Pays basque, pendant une dizaine de jours. Depuis 2007, une délégation bretonne y participe. 

Par la suite, en 2008, l’association Diwan30 lance la première Redadeg. Celle-ci prend la forme d’une course de 600km, qui part de Nantes pour arriver à Carhaix. Elle prend place dans le cadre de l’anniversaire des 30 ans de Diwan, à l’occasion duquel de nombreuses autres festivités sont organisées. Depuis, la Redadeg a lieu tous les deux ans, à l’exception de la Redadeg 2020 qui a dû être repoussée en 2021.

De nombreux·ses Breton·nes continuent à se déplacer au Pays basque pour courir la Korrika et ainsi manifester le soutien des Breton·nes à l’euskara. 

La korrika est le modèle de la redadeg
Source : Sud Ouest © Crédit photo : Pho DR

Gant piv e vez aozet ?

Qui organise la Redadeg ?

Aozet eo bet evit ar wech kentañ gant Diwan30 e 2008. Bremañ, hag abaoe miz Gwengolo 2008, eo deuet da vezañ “Ar Redadeg a di da di” un aozadur emren. Dindan stumm ur gevredigezh lezenn 1901 eo ha diazezet eo e Morzhell (Il-ha-Gwilen).

Berzh a zo deuet diouzhtu gant ar Redadeg kentañ. Priziet eo bet div wech e 2008 : gant France 3 Breizh ha gant Kuzul Rannvro Breizh. Kadarnaet eo bet ar berzh a-hed ar bloavezhioù. Kresket o deus ar c’hilometradoù hag an arc’hant dastumet. Kenderc’hel a ra an darvoud da vodañ miliadoù a dud e Breizh a-bezh ha da grouiñ un aergelc’h entanus. 

En 2008, l’association Diwan30 organisait la première Redadeg. Aujourd’hui, et depuis septembre 2008, « Ar Redadeg a di da di » est une structure autonome. Elle a la forme d’une association loi 1901 et est basée à Mordelles (Ille-et-Vilaine).

La première Redadeg a immédiatement suscité l’engouement du public. Elle a été deux fois primée en 2008 : par France 3 Bretagne et pas le Conseil Régional. Le succès immédiat de l’évènement s’est confirmé au fil des éditions, générant une croissance continue et importante autant sur la distance du parcours que sur le montant des sommes collectées. Aujourd’hui, l’événement continue à mobiliser des milliers de personnes à travers toute la Bretagne et génère un enthousiasme communicatif.

organisateurs redadeg rennes
Source : Ouest-France

Penaos kemer perzh ?

Comment participer ?

An holl dud a c’hall prenañ kilometradoù ar Redadeg. Gwerzhet int d’an hiniennoù, d’an tiriadoù, d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù, ha da bep den hag a fell dezhi·añ kemer perzh en darvoud ha skoazell ar brezhoneg. Rannet e vez an arc’hant dastumet d’ar raktresoù hag a vrud pleustriñ ar yezh er vuhez pemdeziek. 

Diazezet eo ar gevredigezh war an dud a-youl vat. Estreget prenañ ur c’hilometrad, hag a ro ar gwir da zougen ar vazh-test, eo digoust kemer perzh, ha digor d’an holl. An holl dud a c’hall heuliañ an douger·ez, evit mont ganti·añ, skoazell, evit ar blijadur ha dreist-holl evit ar brezhoneg. 

Tout le monde peut acheter des kilomètres de la course. L’association les vend aux particuliers, aux collectivités, aux entreprises, aux associations et à toute personne privée ou morale souhaitant contribuer à l’événement et apporter son soutien à la langue bretonne. Ensuite, l’association redistribue les bénéfices à des projets qui favorisent l’usage de la langue au quotidien.

L’organisation s’appuie sur le bénévolat. Au-delà de l’achat du kilomètre qui donne le droit de porter le témoin, la participation est totalement ouverte et gratuite. Ainsi, tout le monde peut suivre le porteur de témoin, pour l’accompagner, le soutenir, pour le plaisir et surtout pour soutenir la langue bretonne.

Source : Eric Legret pour Skeudenn Bro Roazhon

Garidell ar skeudennoù

Galerie des photos

Tennet eo bet ar fotoioù-mañ gant Eric Legret evit Skeudenn Bro Roazhon e-pad Ar Redadeg 2022. Ul luc’hskeudennour emren diazezet e Breizh eo Eric Legret.

Photos par Eric Legret pour Skeudenn Bro Roazhon pendant la Redadeg 2022. Eric Legret est un photographe indépendant basé en Bretagne.