Skoazellet e vez Skeudenn Bro Roazhon gant kevelerien. Degas a reont sikour gant doareoù disheñvel evit sikour da aozañ an darvoudoù aozet gant ar gevredigezh. Gallout a reont degas skoaziadennoù, moaienoù teknikel, skignañ an darvoudoù…
83 ezel zo eKuzul-rannvro Breizh. Bodadenn zivizout ar Rannvro eo, gantañ e vez termenet an heñchadurioù pennañ ha gantañ e vez votet budjed ar Rannvro bep bloaz.
Unan eus savlec’hioù radio hollek rouedad France Bleu eo France Bleu Armorique. Goleiñ a ra tri departamant Breizh : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor ha Morbihan.
Ar Maezioù Frank zo ur savadur e Roazhon. Bodet ez eus daou ensavadur ennañ : levraoueg meurgêr Roazhon ha Mirdi Breizh ha div gevredigezh : Egorenn ar skiantoù (gant ur planetariom) hag ur c’hantin niverel.
Mirdi Breizh zo ur midi gant ur pal rannvroel. E gefridioù zo mirout, studiañ ha diskouez istor Breizh ha glad Breizh. Kemer a ra perzh e skignañ ha talvoudekaat anezho.
Koroll Sonorisationzo un embregerezh diazezet e Kreiz Breizh. Arbennikaet eo e teknikoù an arvestoù, dreist-holl war dachenn ar sonerezh glev : sonekaat, gouloù, dafar evit al leurennoù.