Scroll to top

SKOL AN EMSAV

SKOL AN EMSAV

SAE_Abadenn Familh

ABADENNOÙ FAMILH – ROAZHON / RENNES – BEP MERC’HER KENTAÑ AR MIZ / CHAQUE PREMIER MERCREDI DU MOIS

Deuit da gomz brezhoneg gant ho pugale (0-6 vloaz) ! Un tañva eus sevenadur ha pinvidigezh ar brezhoneg a vo roet deoc’h dre prantadoù dañsal, kanañ ha lenn. Ar vugale a c’hello kemer perzh diouzh o energiezh hag o c’hoant !
Dafar pedagogel a vo roet ha displeget e vo penaos adimplijout, er gêr hag er vuhez pemdeziek ar pezh a vo dizoloet e-pad an atalerioù. Un digarez ouzhpenn da gomz brezhoneg er familh !

Venez partager un moment en breton avec vos enfants (0-6 ans) ! la richesse de la langue bretonne vous sera présentée par le biais de la danse, le chant ou encore la lecture.
Des outils pédagogiques seront mis à votre disposition et des conseils vous seront apportés afin d’appliquer, à la maison et dans la vie quotidienne, les éléments abordés lors des animations.
Une raison de plus de parler breton en famille !

___

Lec’h / Lieu : Skol an Emsav. 16h-16h45

SAE_Lenn a stroll

LENN A-STROLL – ROAZHON / RENNES – 03/04/2023

Bep Lun kentañ ar miz (dre vras) en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc’h gant ar yezh pobl ha re all kentoc’h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

Chaque premier lundi du mois se retrouvent des brittophones de tous horizons, locuteurs natifs ou nouveaux locuteurs, pour échanger à propos d’un livre choisi ensemble et lu le mois précédant.

___

Lec’h / Lieu : Skol an Emsav. 20h

Titouroù / Informations 

GWELADENN HEÑCHET / VISITE GUIDÉE – ROAZHON / RENNES – 08/04/2023

Digoret e oa bet an embregerezh Odorico e 1882 e Roazhon gant rummad kentañ ar familh deuet eus Bro Italia. Daou rummad marelladurerien a lakao e Breizh – ha pelloc’h – kantadoù a ginkladurioù. Kavout a reer kalz skouerioù heverk eus labour ar re Odorico e Kreiz-kêr Roazhon. Evit ar re a fello dezho e tebrimp pe evimp un dra bennak e ti bet an eil rummad a zo deuet da vezañ ti-krampouezh Bretone (Diwallit: n’eo ket komprenet priz ar grampouzhenn e-barzh priz ar weladenn).

Gweladenn heñchet e brezhoneg gant Séverine Even, heñcherez a-vicher. 20 den d’ar muiañ.

C’est en 1882 que l’entreprise Odorico a ouvert ses portes, grâce à la première génération de cette famille venue d’Italie. Deux générations de mosaïstes laissèrent derrière eux des centaines de décorations. Des exemples remarquables du travail d’Odorico peuvent être trouvés en centre-ville de Rennes. Pour ceux qui le souhaitent, une pause gourmande se fera dans l’ancienne maison de la deuxième génération, qui accueille désormais la crêperie Bretone. (Attention : le prix des consommations n’est pas compris dans le prix de la visite).

Visite guidée en breton animée par Séverine Even, guide professionnelle. 20 personnes maximum.

___

Lec’h / Lieu : Skol an Emsav. 14h30

Titouroù / Informations

DIBENN-SIZHUN E BREZHONEG / WEEK-END EN BRETON – DINAN – 15-16/04/2023

Skol an Emsav a ginnig deoc’h un dibenn-sizhun staj dudius, plijus ha pleustrek e Dinan !

SADORN 
9e : Degemer
9e30 : Kentel
12e30 : Pred war al lec’h
1e30 : Kentel
5e : Atalier keginañ e brezhoneg
Pred war al lec’h
Nozvezh kontadennoù divyezhek

SUL 
9e : Kentel
12e30 : Pred war al lec’h
2e : Gweladenn heñchet eus Dinan
5e : Fin ar staj ha kimiadiñ

Skol an Emsav vous propose un stage en breton d’un week-end à Dinan !

SAMEDI 
9h : Accueil
9h30 : Cours
12h30 : Repas sur place
13h30 : Cours
17h : Atelier cuisine en breton
Repas du soir sur place
Soirée contes en bilingue


DIMANCHE
9h : Cours
12h30 : Repas sur place
14h : Visite guidée en breton de Dinan
17h : Fin du stage

___

Lec’h / Lieu : Skol Diwan. 

Titouroù / Informations

Tout an titouroù war al lec’hienn / Toutes les informations sur le site :

Skol an Emsav

Related posts